Herman Melville

Eus Wikipedia
Herman Melville

Herman Melville (1añ a viz Eost 1819-28 a viz Gwengolo 1891 e New York) a zo bet ur romantour, saver arnodskridoù ha barzh amerikan, gwelet evel unan eus ar skrivagnerien amerikan pennañ. Brudet e oa e-doug kentañ lodenn e vuhez lennegel, met disoñjet e oa bet e anv en diwezh ha goude e varv. E bennoberenn, Moby Dick, a zo bet "addiskoachet" e penn kentañ an XXvet kantved.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa bet Herman Melville e kêr New-York ha desavet e voe eno ivez. Ur beajour e oa e dad, ur c'henwerzher etrebroadel hag alies e klevas digantañ danevelloù e droiadoù leun a wagennoù divent, a venezioù uhel-tre, a wernioù krommet gant an avel, a vorioù rust hag a zeskrivadurioù porzhioù evel re an Havr-Nevez pe Liverpool.
Pa oa 12 vloaz e varvas e dad goude graet freuz-stal gantañ hag e rankas ar familh (8 breur ha c'hoar en doa Herman Melville) mont da chom da gêriadenn Lansingburg, pelloc'h, war ribl ar stêr Hudson. Eno e rankas ar c'hrennard gounit e vara koulz ha mont da skol Albany, kêr-benn stad New York. Evel un Yannig e vil vicher e teuas da vezañ tro-ha-tro mevel war ar maez, implijad en un ti-bank, martolod war ul lestr-karg ha skolaer. E 1841 e oa degemeret evit bezañ martolod war al lestr-balumeta Acushnet. E 1842 e kuitaas al lestr en Inizi Marquesas hag goude ur prantad hir ez eas da Dahiti hag da inizi Hawaii.
Eno en em ouestlas er morlu amerikan, met goude bezañ distroet d'ar Stadoù-Unanet e oe divartolodet (Here 1843). E 1847 e timezas Melville ha goude ur veaj en Europa en em stalias e kêr Pittsfield, Massachusetts, e skeud menezioù ar Bershires. Eno e kavas an awen evit kregiñ gant ur mell oberenn, Moby Dick, ur romant hag a zo kaoz ennañ eus ar balumeta p'en doa graet ar vicher-se 10 vloaz en a-raok. Siwazh ne reas ket berzh al levr, nag an eil, nag an trede kennebeut.
Istimet gwelloc'h e voe e zanevelloù embannet a dammoù er c'helaouennoù. Implij a rae e skiant-prenet e bourzh al listri hag e tiskoueze en e skridoù listri o verdeiñ da vare Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet pe a-hed ar Mississippi, pe etrezek an Inizi Galápagos.

Doare skrivañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Herman Merville ha Mark Twain e voe ar skrivagnerien gentañ o skrivañ saozneg e mod "amerikanek"[1].

Embannadurioù (e saozneg)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Typee: A Peep at Polynesian Life (1846)
  • Omoo: A Narrative of Adventures in the South Seas (1847)
  • Mardi: And a Voyage Thither (1849)
  • Redburn: His First Voyage (1849)
  • White-Jacket, or The World in a Man-of-War (1850)
  • Moby-Dick, or The Whale (1851)
  • Pierre: or, The Ambiguities (1852)
  • Isle of the Cross (vers 1853, perdu)
  • Israel Potter: His Fifty Years of Exile (1856)
  • The Confidence-Man: His Masquerade (1857)
  • Billy Budd, Sailor (1924)

Kevelennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Cock-A-Doodle-Doo! (1853)
  • Poor Man's Pudding and Rich Man's Crumbs (1854)
  • The Happy Failure (1854)
  • The Fiddler (1854)
  • Paradise of Bachelors and Tartarus of Maids (1855)
  • Jimmy Rose (1855)
  • The Piazza Tales (1856), enni : The Piazza, Bartleby the Scrivener, Benito Cereno, The Lightning-Rod Man, The Encantadas, or Enchanted Isles ha The Bell-Tower (1856)
  • The Gees (1856)
  • I and My Chimney (1856)
  • The Apple-Tree Table (1856)
  • The Two Temples (dalif)
  • Daniel Orme (dalif)

Barzhonegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Battle Pieces and Aspects of the War (1866)
  • Clarel: A Poem and Pilgrimage in the Holy Land (1876)
  • John Marr and Other Sailors (1888)
  • Timoleon and Other Ventures in Minor Verse (1891)
  • Weeds and Wildings, and a Rose or Two (1924)

Skrid-arnod[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Hawthorne and His Mosses (1850)

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Open book 01.svg Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.