James Longstreet
James Longstreet, ganet d'an 8 a viz Genver 1821 hag aet da Anaon d'an 2 a viz Genver 1904, a oa unan eus jeneraled brudetañ Lu Stadoù Kengevreet Amerika e-pad Brezel diabarzh ar Stadoù Unanet. Bez e voe isurzhier diazez ar Jeneral Robert E. Lee, a rae anezhañ "Old War Horse."
Servijet en devoa evel penn ur c'horfad brezel dindan urzhioù Lee e-pad darn eus an emgannoù stourmet gant an Army of Northern Virginia war tachenn reter ar brezel. Servijet en devoa ivez dindan urzhioù ar jeneral Braxton Bragg en Army of Tennessee war talbenn kornôg ar brezel.
Skrivagnerien buhez Longstreet kement hag an istorour Jeffry D. Wert a embann diwar-benn an ofisour, "[He] was the finest corps commander in the Army of Northern Virginia; in fact, he was arguably the best corps commander in the conflict on either side."
Goude ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goude ar brezel, Longstreet gant e familh a ya da vevañ da New Orleans, ur gêr gant e-leizh a ez-jeneraled kengevreet. Dont a ra da vezañ unan eus pennoù un embregerezh kotoñs ha prezidant an embregerezh nevez-savet Great Southern and Western Fire, Marine and Accident Insurance Company. Klask a raio da vat bezañ lakaet e penn ar Mobile and Ohio Railroad, met en aner. C'hwitañ a raio ivez da sachañ posterien arc'hant evit e vennozh da sevel un hent-houarn etre New Orleans ha Monterrey, e Mec'hiko.
E 1870, e voe lakaet e penn an aozadur nevez New Orleans and Northeastern Railroad. Er memes bloavezh e c'houlenn ma vefe pardonet gant ar Prezidant Andrew Johnson, gant asant e gamalad kozh Ulysses S. Grant. Johnson a nac'h, displegañ a raio da Longstreet pa gejont un deiz :
« "There are three persons of the South who can never receive amnesty: Mr. Davis, General Lee, and yourself. You have given the Union cause too much trouble."
En desped d'an enebiezh-se e voe rentet dezhañ e wirioù keodedour gant Kendalc'h ar Stadoù Unanet e miz Even 1868.